Cette page est tirée du site www.geoarchi.net, dans sa version du 30/04/2017 à 11h00

Diwar-benn...

Géoarchitecture ?

version drapeau de pays: fra  drapeau de pays: gbrdrapeau de pays: usa  

Photomontage : Brest, Éole Park and Jean-Jaurès Street

Perak an anv-se ?

War a seblant eo bet krouet an termen « geoarchitecture » (« geosaverezh ») er Stadoù-Unanet evit plediñ gant ar geomorfologiezh. Da c’houde e vefe bet graet gantañ, adalek ar bloavezhioù 1930, d’ober meneg eus ar raktresoù meur evit a sell ouzh terkadur an diriegezh o reiñ lañs da chanterioù bras : stankelloù, dourañ an douaroù, ha kement zo. Emichañs ez eo gant ar ster-se m’en deus intentet Le Corbusier an termen e 1945 (an tri diazezadur denel, p.27) pa lakaas en e soñj digeriñ tachenn e brederioù da terkadur an diriegezh ha d’an endro, o vont evel-se en tu all d’ar sevel-tiez ha d’ar gêraozouriezh. War e veno, da gas ar gefridi da benn, e ranked kaout meur a varregezh, da gregiñ gant skiantoù an natur betek skiantoù Mab-den hag ar gevredigezh. Gantañ en deus graet Carl Condit, d’e dro, e 1947, evit ober anv eus kenlabour ar savourien-tiez, an ijinourien hag al liorzhawourien e raktresoù a vent vras (Modern architecture : a new technical-aesthetic synthesis, Journal of aesthetic and art criticism). Diwar-se eo en deus Thomas Munro e ziskoachet hag enbarzhet evit displegañ e arguzennoù en e levr The arts and their interrelations. Ha neuze o deus krouerien hon ensavadur kavet anezhañ e troidigezh c’hallek levr Munro kaset da benn gant J.-M. Dufrenne (1954) : Les arts et leurs relations mutuelles [An arzoù hag o c’hendarempredoù].
Krouet e voe hon ensavadur e 1974 gant un hevelep kredenn start, alese dibab an anv-se, kevrinus un tamm anezhañ, a zeree mat ouzh hor raktres pedagogel ha skiantel : chom hep bezañ sujet d’un danvez kelenn, met, er c’hontrol da se, desachañ meur a hini evit diazezañ un urzhaz kenetrezo. Studiañ ar meteier a bep seurt e feskad an darempredoù luziet a lak anezho a-gevret ; gouzout eus an teoriennoù hag eus an hentennoù aozet evit o seveniñ hag o zreuzfurmiñ ; dielfennañ choantoù, santadurioù hag emzalc’hioù an hiniennoù hag ar poblañsoù o talañ ouzh o doare-bevañ war ziorren : hor youl eo lakaat an holl zanvezioù kelenn da zont da c’hoari evit stummañ tud a-vicher gouest da gemer perzh e holl brantadoù terkadur ha mererezh an tiriadoù kêr, an tiriadoù war ar maez hag an tiriadoù naturel.

Petra eo ar stummadurioù kinniget ?

Center of Information Resources Ur rann eus ar Faculté des Sciences et des Techniques de l’Université de Bretagne occidentale eo an Institut de Géoarchitecture. (Ur rann eus Skol-uhel Skiantoù ha Teknikoù Skol-veur Breizh-Izel eo Ensavadur ar Geosaverezh). Er c’hontrol eus lod vrasañ ar rannoù skol-veur, n’eo ket bet diazezet war un danvez kelenn hepken, met en em frammañ en deus graet a-benn seveniñ ur gelennadurezh micherel a live uhel war tachennoù an endro, ar gêraozouriezh hag an terkadur. Kinnig a ra an Ensavadur un aotreegezh ma samm enni kelennadurezhioù an trede bloavezh, ur Master micherel. Ennañ e kaver ur Strollad Stummadur evit an doktored (Groupe de Formation doctorale) kevret gant ur greizenn imbourc’h (Skipailh degemer 2219). Erfin, diwar goulenn strolladoù tud a-vicher, e ra war-dro estezioù stummadurioù dibaouez. En abeg da se, e kevelerezh gant al lise Dupuy-de-Lôme, e kas war-raok, an Ensavadur, programm pedagogel an Aotreegezh vicherel Management environnemental et qualité globale des constructions (Melestramant an endro ha kalite hollel ar saverezhioù).
Ezel eo an Institut de Géoarchitecture eus an APERAU (Association pour la Promotion de l’Enseignement et de la Recherche en Aménagement et en Urbanisme) hag eus an AESOP (Association of European Schools of Planning).

Da beseurt micherioù e prientomp ?

Expressway in Nice, and Sainte-Rose-du-Nord (Quebec) Stummañ ar ra an Ensavadur tud a-vicher gouest da veizañ an holl gudennoù lakaet e-barzh pazennoù lies an terkañ hag ar sevel-tiez ; boas ouzh an doare da stagañ gant ar c’hudennoù-se ha da ziskoulmañ anezho ; e-tailh, ouzhpenn-se, da vroudañ ha da aozañ goulennoù ar voazerien. Neuze e samm ar « geo-savourien » an domani savelañ, ar gwirierezh ha kas an oberioù terkañ peotramant an oberioù merañ an diriegezh en ur deurel evezh, da bep pazenn, eo bet krennet ar skoilhoù a c’hellfe degouezhout etre an divizerien, ar veizerien, an deknisianed hag ar voazerien.
An niver dister a studierien, lakaet d’ar muiañ dre youl da 30 dre bep luskad bloaz (pe dre arbennigiezh e Master), a zo anezhañ an doare asur da gaout ur stummadur sirius hag efedus, a-drugarez dreist-holl da stalioù-labour a gaver enno strolladoù 7 pe 8 den. En ur zerc’hel d’e feson kelenn a skol-veur, e c’hell, ar stummadur-se, digeriñ war tud a-ziavaez evit aesaat degouezh ar studierien e bed al labour. En em harpañ a ra c’hoazh war ur rouedad diplomidi oberiant-kenañ e-barzh holl vicherioù an terkañ.

Penaos eo stummet ar gelennadurezh ?

Workshop in Ouessant Island Dreist pep tra eo liesdanvezel ar gelennadurezh kinniget. E zoare dibar a gaver en tostaat ken ouzh mestroni an ober ha ken ouzh mestroni an oberenn, e studi an argerzhioù kenbrientiñ hag e priziañ stog ar programmoù war ar metoù sokial hag an endro. Lezel a ra ur plas bras (war-dro 30 % eus an amzer stummañ) da dud a-vicher ha da dud a-ziavaez ar Skol-Veur.
Dalc’het eo ar prenañ deskamant gant studi dizehan degouezhioù fetis dre bleustriñ e stalioù-labour, dre goun-skridoù ha da vare stajoù pe studiadennoù war an dachenn. Ur c’huzul war ar barrekaat a zo kret evit ma vefe ingal palioù hag abegoù sonn an doareoù ober lakaet e pleustr ; ennañ e kaver tud uhel bet dibabet en abeg d’o barregezh ha d’o dedenn evit ar c’hudennoù stag ouzh an darempred terkañ-endro hag ouzh an dalc’hioù hag ar bec’hioù a ziwan diwarno.

UBO-Géoarchitecture · CS 93837
29238 Brest cedex
+33 (0) 298 016 124 · fax-rép. +33 (0) 298 016 721
Toutes nos coordonnées